Dont betek Brest
Ar pezh a zo da c’houzout war an doareoù da zont betek beg Breizh :
- Ur rouedad hentoù a-zoare, ennañ ur rouedad hentoù-tizh (adalek Roazhon ha Naoned) a c’heller ganto bezañ liammet ouzh an takadoù poblet stank en Europa,
- Liammet eo ouzh an aerborzhioù pennañ en Europa (Pariz, Lyon, Marsilha, Lille, Bourdel, Londrez) dre aerborzh Brest-Breizh,
- Deservijet eo gant al linennoù hent-houarn, ha dreist-holl al linennoù tizh bras emeur o wellaat gant ar raktres Breizh Tizh Bras, evel-se e vo lakaet 3 eur 08 da vont eus Kemper pe Brest da Bariz e 2017, goude-se e vo klasket diskenn betek 3 eur.
Dont gant an tren
Dek gwech bemdez e ra an TTB Atlantel al liamm etre Pariz ha Brest (etre 4 eur ha 4 eur 26 hent hiziv an deiz, 3 eur 08 a-benn 2017 pa vo graet al linenn tizh bras da zont). Gant al linennoù Tren Herrek Rannvroel a zo anezho linennoù a galite hag a dremen stank, emaomp gant ur rouedad rannvro hag a zo e-touez ar re a vez darempredet ar muiañ e Frañs.
Dont gant ar c’harr-nij
Tremen a ra tost d’ur milion a veajourien en aerborzh Brest-Breizh bep bloaz, gant-se eo an aerborzh kentañ e Breizh. Bemdez ez a kuit kirri-nij ac’hano da vont war-zu an aerborzhioù pennañ e Frañs (Pariz, Lyon, Marsilha, Bourdel, Lille, Tolosa, Nisa) hag hini Londrez. Eno e kaver ivez beajoù dre charterioù, nijadennoù vakañsoù, liammoù eeun war-zu ur pemzek bro bennak.
Un aerborzh etrebroadel eo Brest, gant-se e c’haller ac’hano mont buan war-zu kêrioù bras pennañ Europa : Pariz (Orly ha Roissy), Lyon, Marsilha, Nisa, Toulon, Bourdel, Brusel, Barcelona pe Londrez gant ar c’hompagnunezhioù-aer a zo e Brest : Air France (a zo enni Brit Air ha City Jet), Flybe, Chalair, EasyJet, Finist Air, Ryanair, Jetairfly, Vueling.
Dont dre ar mor
Gellout a reer dont da Vrest dre ar mor gant linennoù a dremen dre borzh Rosko (65 km eus Brest). Eno emañ ar gompagnunezh Brittany Ferries hag a ra war-dro linennoù evit beajourien war-zu Bro-Saoz (Plymouth), Iwerzhon (Corcaigh) ha Bro-Spagn (Bilbao).
Dernière mise à jour le :