Ha sevenadur Breizh

Brest, ul lec’h a bouez evit sevenadur Breizh. Ur mare zo bet e veze sellet ouzh Brest evel ur gêr c’hallek e-kreiz Bro-Leon vrezhonek, bremañ avat n’eus ket eus an troc’h-se ken pa’z eo deuet Brest da vezañ ur greizenn krouiñ ha skignañ war dachenn sevenadur Breizh.

Er penn a-raok evit ar spered nevez-se emañ Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek eus Skol-veur Breizh-Izel, enni klaskerien ha kelennerien hag a bled gant ar pezh a sell ouzh sevenadurioù ar broioù keltiek. Studiet ha kelennet e vez an istor, al lennegezhioù dre gomz ha dre skrid, an dudoniezh, e Brest, e-barzh al labourva liesdiskiblezh-se en dez liammoù startoc’h gant Skol-veur Breizh-Uhel eus Roazhon abaoe deroù an XXvet kantved, abalamour da gaout muioc’h a bouez e Bro-Frañs. Diskouez a ra ar c’hendivizoù, ar bodadoù studi hag an embannadurioù ez eus bet tapet brud vat gant KEBK ha darempredet stank e vez he levraoueg gant ar glaskerien hag ar studierien e-barzh Skol-veur Victor-Segalenn. An anv-se eo hini un den ganet e Brest, skrivagner-beajour anezhañ hag a ziskouezas dre e skridoù e garantez entanet ouzh douar Breizh.

E-barzh kornad Brest e kaver ivez ar muiañ a dud hag a zo o teskiñ brezhoneg e-touez an oadourien. Kroget e vez gant kelenn ar brezhoneg adalek ar skol ivez. Ur skol Div Yezh (ur skol divyezhek ma vez kelennet an danvezioù e brezhoneg hag e galleg) ha div skol Diwan (ma vez kelennet dre ar brezhoneg) zo e Brest. Heñvel eo an traoù e Plougastell-Daoulaz lec’h ma ’z eus kalz a skolidi o heuliañ ur gelennadurezh divyezhek adalek ar skol-vamm betek ar skolaj. Plougastell zo ivez unan eus ar c’humunioù e Penn-ar-Bed ma kaver kalz a vrezhonegerien. Roet e vez lañs d’ar brezhoneg gant ar strollegezhioù lec’hel ivez peogwir o doa sinet Ti-kêr Brest ha Brest Meurgêr ar Mor, e 2006, ar garta « Ya d’ar brezhoneg » abalamour da gas ar brezhoneg war-raok er vuhez pemdez.

Dans cette rubrique

Dernière mise à jour le : 24 mars 2017