Al lennadegoù foran e brezhoneg

Al lennadegoù foran e brezhoneg er rouedad levraouegoù ha mediaouegoù kêr eus Brest

Mont a ra ar brezhoneg ha sevenadur Breizh d’ober ul lodenn a bouez eus pinvidigezh sevenadurel Brest. Ur fed istorel ha sokial int ha ret eo ober ganto evel ul lodenn eus ar glad sevenadurel, evel unan eus perzhioù ar vuhez sevenadurel e Brest hag a zo danvez krouiñ ennañ hag evel un dachenn ma kinniger obererezhioù digor d’an holl ha mat evit an unvaniezh sokial. Gant Ti-kêr Brest e vez sikouret an aozadurioù hag an obererezhioù a zo o fal gwareziñ ha treuzkas glad Breizh hag e lakaat da vevañ.

Grataet en deus Ti-kêr Brest kas oberoù da benn war meur a dachenn. Traoù a bouez eo al lennadegoù foran ha mat e vo reiñ lañs dezho evit sikour ar vrezhonegerien hag ar re a zo o teskiñ hag a zo muioc’h-mui anezho.

Danvez Breizh

Gant ar rouedad levraouegoù ez eus 30 000 diell hag a sell ouzh danvez Breizh (levrioù, kelaouennoù, CDoù, DVDoù, skridoù-sonerezh, dielloù niverel). En o mesk ez eus 3 000 oberenn vrezhonek, 1 500 anezho a c’heller amprestiñ da gas d’ar gêr, ar re all zo da vezañ lennet war al lec’h.

Kenlabourat a ra ar rouedad levraouegoù gant Sked hag Emgleo Breiz evit kas ur c’hlub lenn e brezhoneg en-dro. Bodet e vez ar c’hlub-se da 8 eur noz, bep miz, d’ar Yaou kentañ, el levraoueg studi. Graet e vez kement-se abalamour da lakaat an dielloù-se war wel.

Levrioù evit ar yaouankiz

Emeur o staliañ dastumadoù levrioù brezhonek evit ar yaouankiz e levraouegoù Lambezelleg hag ar Milinoù evit klokaat ar pezh a zo gant al levraoueg Neptun.

Labourat a reer ivez asambles gant ar skolioù divyezhek Div Yezh pe dre soubañ Diwan en-dro d’ar c’houlzad « Klaskerien ha treizherien soñjoù ».

Gant Sylvie Vigouroux eus Park an Arvorig e vez roet ur skoazell deknikel, harpañ a ra al levraouegerien o treiñ bep bloaz titloù un dek albom bennak evit ar yaouankiz. Implijet e vez an troidigezhioù-se gant al levraouegerien evit degemer klasoù pe evit an abadennoù « Penndoullig » (istorioù evit ar vugale kontet gant al levraouegerien, div wech ar bloaz d’ar Sadorn vintin).

Abadennoù

Bep bloaz e vez aozet un nozvezh etreoberiat ma vez goulennet digant an dud lenn ur varzhoneg dibabet ganto, e brezhoneg pe/hag e galleg (ne vez ket troet an testennoù), war an tem lakaet evit Nevezamzer ar varzhed.

Kehentiñ/TNKK

Kinniget eo an danvez brezhonek e-barzh ur bajenn eus porched Internet al levraouegoù, ha lakaet e vez an traoù nevez war wel eno :

  • Graet e vez anv eus an traoù hag eus an « taolioù-from » a-berzh ar bodad lenn hag an implijidi.
  • War ar blegfollenn da ginnig ar rouedad levraouegoù ez eus ivez ur bajenn e brezhoneg evit kinnig an dielloù a zo er yezh-se. Kavout a reer ivez ur rubrikenn e brezhoneg el lizher kelaouiñ daouviziek « Bibliofil ».
  • Kelaouet e vo an dud dre ur porched urzhiataerezh hag emeur o treiñ e brezhoneg an etrefas foran da glask e-barzh ar c’hatalog dre urzhiater.

Deskiñ brezhoneg

Broudañ a reer implijidi an Ti-kêr da lakaat o anv evit stummadurioù war ar brezhoneg, ar pezh en doa lavaret Ti-kêr Brest ober da-geñver ar garta Ya d’ar brezhoneg. Kreskiñ ingal a ra an niver a vrezhonegerien e-touez implijidi al levraouegoù, ganto ur gwir c’hoant d’implijout o stummadur evit gwellaat kalite ar c’hinnig er servij publik.

Hag evit klozañ, peogwir ez eo ar mediaouegoù lec’hioù deskiñ ha stummañ dibaouez, emeur oc’h amprouiñ ur savenn evit deskiñ brezhoneg dre Internet.

 

Dernière mise à jour le : 28 juil. 2017