Hag ar mor

Brest hag ar mor, ul liamm naturel kreñv
Brest eo ar gêr a zo ar pellañ war-zu ar c’hornôg e Frañs ha liammet eo hec’h istor hag he zonkadur ouzh ar mor. E-pad pell e voe gouestlet d’ar Morlu ha deuet eo a-benn da liesaat hec’h oberiantizoù gant harp an tachennoù gwellentez a gaver enni evit a sell ouzh ar mor : Océanopolis, an emgavioù meur war ar glad mor bep pevar bloaz, an daou borzh-bageal a zo enni, he morlenn dibar…

Gant morlenn Brest e c’hall ar bigi, forzh peseurt ment e vefent, kavout gwasked en ul lec’h ledan ha sur, un toullad milmorioù eus kanol Eusa, unan eus an hentoù merdeiñ pennañ er bed. Lakaet e oa bet ar perzh espar-se war wel er XVIIvet kantved dija pa oa bet divizet gant Richelieu diazezañ ur bon evit an arme-vor, unan pouezus, war ribloù war-naou ar Penfell.

E beg Europa emañ porzh-brezel Brest o tiwall, a-hed an amzer, an aodoù eus Menez-Mikael-ar-Mor betek harzoù Bro-Spagn, tra m’emañ listri-spluj an Nerzh meurvorel strategel e bon an Enez Hir, anezhañ unan eus al lec’hioù kushañ a zo war arvor Frañs. War an douar ez eus bet diazezet doareoù a-feson a-fet al labour greantel gant an embregerezh RELS (renerezh al lestrsaverezh servijoù) dreist-holl, evit ingalañ ha kempenn dizehan an Arme-vor. E poulloù radoub Brest e oa bet montet listri bras diwezhañ ar morlu, an douger-nijerezioù Charles-de-Gaulle hag ar batimantoù treuzkas ha gourc’hemenn Mistral ha Tonnerre. Hiziv an deiz e klask ar RELS, da gentañ-penn, mont muioc’h-mui war dachenn an energiezhioù mor nevezadus. War ribl ar vorlenn emañ Skol an Arme-vor, anezhi ur skol brudet-kaer ma vez stummet danvez-ofiserien morlu Frañs hag ivez re eus broioù all, hag ar SBUTA (Skol vroadel uhel an teknikoù araokaet) lec’h ma vez stummet ijinourien foran koulz ha re an arme war an teknologiezhioù mor.

Evel un heklev eus kement-se e teu Brest war wel war an dachenn foran ivez. Gant an danframmoù a zo e Brest e c’haller degemer bigi brasañ ar bed er sec’h ha diskouez neuze pegen barrek eur eno evit a sell ouzh dresañ listri. Kement a lusk a vez da-heul ivez war holl gaeoù ar porzh, anezhañ unan a bouez e-keñver Frañs a-bezh, lec’h ma reer war-dro tost da dri milion a donennoù a varc’hadourezh bep bloaz, ha war un dro un arsav priziet gant mordreizherioù cheuc’h hag un diaz teknikel evit bigi an enklask skiantel diwar-benn ar morioù.

Bep pevar bloaz, da-geñver gouelioù merdeiñ, e vez bodet kantadoù a vigi ha miliadoù a arvesterien war ar c’haeoù e Brest a zeu da vezañ al lec’h ma vez an holl sevenadurioù mor eus ar bed o kejañ an eil ouzh egile. En ur ober ouzhpenn 25 bloaz eo deuet morlenn Brest da vezañ unan eus ar c’haerañ tachennoù sportoù mor e Bro-Frañs. Unan eus ar re brudetañ er bed eo bremañ pa’z eus bet aozet enni un dek bennak a gampionadoù bigi-dre-lien, pa’z eo bet ar porzh termen evit meur a redadeg bigi en-dro d’ar bed.

Un dra all a zalc’h da vont war-raok e Brest : savet ez eus bet un eil porzh-bageal ouzh troad ramparzhioù ar c’hastell hag o mein kozh a zo 1 800 vloaz zo o tiwall ar vorlenn. Dre ar mein-se e c’haller gwelet istor ar Morlu e beg Breizh bepred. Nepell diouzh kreiz-kêr, ouzh beg ar Penfell, emañ porzh ar C’hastell hag a laka Brest da borzh-bageal kentañ Breizh.

Commentaires

Votre commentaire sera publié après avis du webmaster du site.

Dernière mise à jour le : 03 févr. 2017