Kêr an touristerezh

C’hoant ho peus d’ober un droiad war vord ar mor ? Bezit laouen : e beg Penn-ar-Bed ne vezer ket pell gwech ebet diouzh teñzorioù ar mor ! Rak da gentañ-penn ez eo Brest ur veurgêr troet war-zu ar mor. Mann ebet nemet gwelet he morlenn, unan eus ar re gaerañ en Europa, hag ho peus un tañva eus aer ar mor, an inizi, an aodoù… un dudi !

Bageal, aocha, kouronkañ, bale a-hed an aodoù… n’eo ket an traoù d’ober a vank. E-pad an hañv, kit da gentañ da gouronkañ, kement ha tapout startijenn ! Digor eo Morlenn Brest war ar Mor Atlantel hag a-hed hec’h aodoù 450 km e kavoc’h traezhennoù kement ha ma karoc’h. Eus ar baeoù bihan e gourenez Plougastell betek Beg ar Minou en ur dremen dre ar Vilin Wenn e Brest, n’eo ket ret klask gwall bell evit mont war an aod ha neuial er mor. Ha goude bezañ bet en dour, kit betek ar porzh-kenwerzh ma c’helloc’h bezañ degemeret gant ur bern ostalerioù ha pretioù sko ouzh ar mor. Nemet ha gwell e vefe deoc’h trouz ar gwernioù a glever ingal e porzhioù-bageal ar Vilin Wenn hag ar C’hastell. E Plougastell-Daoulaz ez eo ur gwir blijadur d’al luc’hskeudennerien mont betek Porzh Tindu hag e vigi kozh, pe Bae an Oberlac’h.

Ma fell deoc’h gwelet ar vorlenn en he c’haerañ n’eus ket gwelloc’h eget un droiad war vag, da-heul roudoù Bougainville, Lapérouse ha merdeerien veur all hag a oa loc’het kuit eus Brest gant o bigi. Kit war ar ar porzh-kenwerzh lec’h ma’z eoc’h e bourzh ur vag d’ober un droiad dudius a-dreuz ar vorlenn, a zo un takad 180 km2 digor war ar Mor Atlantel dre Vulgul Brest, ul lec’h brudet ken-ha-ken. Gellout a reer mont pelloc’h, betek Molenez hag Eusa, d’ober troiadoù e lec’hioù digustum, evel pa vefed en ur maread all.

Tañva a reoc’h kridiennoù ar vageerien ! Ha ma vez gwell ganeoc’h chom war ar c’hae, sioul, na zisoñjit ket mont da vamañ dirak ar pezhioù mordreizherioù touristañ a zeu ingal da Vrest d’ober un arsav, ar melloù tankerioù a vezer o karennañ er chanter dresañ listri, monedone al listri-brezel er Penfell…

Plijout a ra deoc’h ober sport ? Plankenn dre lien, kanoe-kaiak, kitesurf, driver... pep tra a c’heller ober e Morlenn Brest, anezhi ul lec’h gwarezet dibar ! Degemeret e vez an dud e-barzh aveadurioù publik, ur bern kluboù ha stalioù a-ratozh. Gant al label « Kreizenn vageal » e vezer sur da vezañ degemeret a-zoare, gant kelennerien testeniet hag e bourzh listri nevez a-walc’h ha dalc’het e stad vat. Nepell diouzh kreiz-kêr e c’heller gwelet pegen pouezus eo ar merdeiñ e buhez Brestiz, evel e traezhenn ar Vilin Wenn, plankennerien-dre-lien a-leizh warni, hag aod ar Minou, lec’h ma vez seurferien. Menegomp ivez 8 500 a dud evit an obererezhioù merdeiñ ha 81 000 troiad bep bloaz kement ha renabliñ kement tra a sell ouzh Brest hag ar mor. Splann eo ar birvilh-se gant ouzhpenn 60 abadenn verdeiñ ar bloaz, eus ar regataoù ordinal er vorlenn betek ar rederien-morioù en em gav e Brest e fin an Trofe Jules Verne.

Ar porzh-bageal kentañ e Breizh eo Brest, hag ennañ e ouezer mat reiñ ton d’ar morioù ha d’ar voraerien a zo dre ar bed ! Abaoe 1992, bep pevar bloaz e miz Gouere, e vez aozet unan eus brasañ bodadegoù bigi ar bed. Etre an 13 hag an 19 a viz Gouere 2016 e vo ur 1 300 bag bennak eus an holl sevenadurioù liammet ouzh ar mor, 15 000 moraer eus pep lec’h er bed, o kemer perzh e Brest 2016 en-dro da bemp bro hag a vo kouvidi a enor. Ur gwir ziskouezadeg hollvedel evit ar mor hag ar bigi e vo.

Dernière mise à jour le : 28 juil. 2017