Gweladenniñ lec'hioù

Océanopolis, Stangalar, sivi Plougastell… ar fleurenn eus ar vro
Nepell diouzh traezhenn ha porzh-bageal ar Vilin Wenn, ha nepell an eil diouzh egile, emañ Océanopolis ha Stangalar, a zo daou lec’h dibar da vezañ gwelet.

Océanopolis, Stangalar, sivi Plougastell… ar fleurenn eus ar vro

Nepell diouzh traezhenn ha porzh-bageal ar Vilin Wenn, ha nepell an eil diouzh egile, emañ Océanopolis ha Stangalar, a zo daou lec’h dibar da vezañ gwelet.

Ur park hep e bar en Europa evit ober anaoudegezh gant ar morioù eo Océanopolis; eno e c’hell ar vizitourien beajiñ e tri bed disheñvel e-barzh tri favilhon gouestlet d’al loened ha d’ar plant a gaver en takadoù polel, trovanel ha kerreizh. E 2010 e oa bet digoret ur pevare pavilhon diwar-benn ar vevliesseurted, tra ma oa lakaet Brest da « gêr-benn ar vevliesseurted vor er bed ». Ouzhpenn 10 000 a loened renket en ur mil spesad disheñvel bennak, eus ar reuniged d’ar c’hranked meur hag eus ar manked da besked ar broioù tomm, diskouezadegoù diouzh ar gwellañ e-keñver ar skiant, filmoù ha dudioù evit lakaat an dud da hunvreal, da gompren ha da c’hoari, setu ar pezh a ya d’ober programm un droiad fromoù ha plijadurioù e-leizh enni evit an holl, koulz ar re vihan hag ar re vras.

E-kreiz Stangalar eo bet graet e annez pennañ gant ar Mirva louzawouriezh broadel. Emañ ar saonenn c’hlas-se, 47 hektar dezhi, a bep tu d’ur wazh kamm-jilgamm war-hed daou gilometr. Enni e kaver ur park foran frank ha dudius a ya d’ober ul lec’h a-zoare d’ar familhoù ha d’an droterien, hag ivez ar Mirva louzawouriezh, e diez-gwer hag e liorzhoù 31 hektar, lec’h ma vez lakaet ar plant a zo en arvar da vont da get er bed a-bezh, da ouennañ.

E-barzh mirdi broadel ar Morlu eo e kaver an testenioù fealañ diwar-benn istor pinvidik Brest e-keñver ar mor hag an arme-vor. Emañ ar mirdi e-kreiz Kastell Brest, anezhañ ur mell savadur hag a zo unan eus roudoù ar porzh-brezel a oa bet krouet gant Richelieu ha mogeriet gant Vauban. Kavout a reer eno oberennoù souezhus e-leizh hag a ra deomp anavezout istor kaer an arsanailh e Brest. 

Gweladenniñ Brest a dalvez ivez mont da vale a-hed ribloù ar Penfell, etrezek koad Keroual, da bourmen e Liorzh an Ergerzherien lec’h ma roer ton d’an ergerzher Lapérouse ha da skiantourien Akademiezh ar Morlu, da bignat e bourzh unan eus al listri-brezel a zo e Bon ar Morlu e Brest, sevel gant straed Sant-Maloù evit c’hwesha aergelc’h karter istorel Rekourañs, diskenn gant straed Siam, unan brudet hag a oa savet ur varzhoneg diwar he fenn gant Jacques Prévert, ha neuze treiñ wae-zu Mirdi Arzoù-kaer Brest, ober anaoudegezh gant ar mirdi dudius war ar sivi hag ar glad e Plougastell, bezañ souezhet dirak ar pezh a oa gwechall un ti dareviñ bananez, hag a zo deuet da vezañ ar « Passerelle », anezhi ur greizenn arz a vremañ…

Gweladenniñ Brest a dalvez ivez gellout mont da welet al lec’hioù kaerañ ha dibar a gaver e norzh Penn-ar-Bed, un toullad degoù munutennoù eus kêr Vrest : ar milinoù ha manerioù dudius a gaver stank a-hed ar Penfell, ar chapelioù kaer e Plougastell, traoñienn an Elorn, ar porzhioù-bered, Park an Arvorig, Beg Lokmazhe, an aberioù, hent an tourioù-tan, inizi an Hirwazh (Molenez hag Eusa), gourenez Kraozon… En-dro da Vrest emañ bro ar marzhoù !

Dernière mise à jour le : 03 févr. 2017