Kêr ar skiantoù

E fin ar XVIIvet kantved, pa oa bet krouet al liorzh-louzawouriezh en Ospital ar Morlu e Brest, e voe kroget gant an enklask skiantel e beg Penn-ar-Bed.

E-kerzh an dekvloaziadoù da-heul ez eas kuit nouspet ergerzhadenn eus kaeoù ar Penfell war-zu ar broioù pell. E-giz-se e oa bet Commerson, de Bougainville, La Billardière, Lapérouse ha re all o prientiñ o beajoù e Brest. Diwar levezon spered ar Sklêrijenn, kaset war-raok gant Akademiezh roueel ar Morlu etre 1753 ha 1792, e oa bet broudet ar c’hoant d’anaout gwelloc’h ar bed ha diazezet un dro-spered a gaver e meur a ziskiblezh hiziv an deiz c’hoazh.

E Liorzh an ergerzherien a zo ur gwel-kaer ac’hano war beg ar Penfell, evit reiñ ton d’ar re gentañ o doa lusket an enklask e tiskouezer o c’havadennoù war dachenn ar plant en un doare ijinus. Delc’her a ra Mirva louzawouriezh broadel ar Stangalar gant al labour boulc’het gant an dud-se. Staliet eo e-kreiz ur park publik 31 hektar dezhañ, en un draoñienn gwarezet. Ober a ra an aozadur-se, abaoe ma oa bet krouet e Brest e 1975, war-dro ar plant a zo en arvar da vont da get, dreist-holl ar re a zeu eus an inizi meurvorel. Eno e vez gounezet pe miret e skornerezioù ouzhpenn 1 700 spesad, gant-se ez eus gant Mirva Brest unan eus an dastumadoù brasañ er bed evit a sell ouzh ar plant en arvar da vont da get.

Ha pa n’he deus ket gellet Akademiezh roueel ar Morlu e Brest padout war-lerc’h an Dispac’h Bras, he deus degaset c’hoant d’ar remziadoù a zo deuet goude da vont war hent an avantur skiantel, ha lezet he deus war he lerc’h, dre he levraoueg, un dastumad levrioù hag a zo aet d’ober diazezoù Servij istorel an Difenn a zo staliet war ar porzh-kenwerzh. Dont a ra kalz enklaskerien da furchal en dastumad dielloù talvoudus-se.

Tostoc’h ouzh hon maread, en eil lodenn an XXvet kantved, e teuas Skol-veur Breizh-Izel hag Efremor, Ensavadur Frañs an enklaskoù evit korvoiñ ar mor, d’en em staliañ ha da dapout lañs, ar pezh a lakaas Brest da vezañ unan eus ar c’hreizennoù pennañ er bed evit a sell ouzh anaoudegezh metoù ar mor. Nevesoc’h zo c’hoazh e oa bet krouet, e diabarzh an SBI, Ensavadur Skol-veur europat ar Mor, a gemer perzh el lusk-se. En deiz a hiziv e kaver tost da 70 % eus an enklaskoù e Frañs war dachenn ar morioù war ribloù Morlenn Brest, lec’h ma vezer troet da studial mor an Hirwazh koulz hag an takadoù polel. Ingal a-walc’h e vez degaset barregezhioù nevez hag a zeu da binvidikaat ar rouedad-se a ra war-dro an danvez a-fet spesadoù loened, an energiezhioù mor, saotradur an aodoù pe an hin a ya war dommañ.
Evit echuiñ, pa’z eus lusk gant an enklask e Brest, pa’z eo liesseurt hag uhel e live, e c’heller bep bloaz disklêriañ eno tost da zaouzek breved, meziant pe merk, hag ivez sinañ ouzhpenn 200 kevrat ijinerezh pe kenwerzh gant embregerezhioù rannvroel, broadel pe etrebroadel.

E Brest ez eus ivez ul lec’h kaer ha brudet ma vez lakaet an holl draoù-se war wel en un doare skiantel ha pedadogel. Al lec’h-se eo Océanopolis, ar park evit ober anaoudegezh gant ar morioù, ennañ tri favilhon gouestlet d’an ekosistemoù polel, trovanel ha kerreizh, hag abaoe 1990 e teu a-benn, gant un hanter-kant akwariom bennak, da blijout d’ar muiañ a dud anez koll e berzhioù skiantel strizh a oa bet diazezet gant ar re o doa savet anezhañ.

Dernière mise à jour le : 03 févr. 2017