Kêr ar studierien

Fellet ez eus da gêr Vrest, hag hi ur veurgêr enni 210 000 a dud, liammet hec’h istor ouzh ar mor ha digor a-viskoazh d’ar bed ha d’ar soñjoù nevez, reiñ bod d’ar c’helenn uhel ha d’an enklask en un endro hep e bar c’hwezh ar mor gantañ. Gwir eo evit a sell ouzh liesseurted ha kalite ar stummadurioù, ken gwir all eo evit buhez ar studierien.

An neb a zibab mont d’ober e studi da Vrest en em gav neuze en ur gumuniezh enni 24 000 a studierien (1 700 studier estren en o zouez) ha 1 500 klasker deuet a bep tu. Sachet e vezont holl gant liesseurted ar stummadurioù, pe e vefent stummadurioù kentañ pe dibaouez, « akademiek » pe micherel, ha gant kalite ar c’hentelioù. Meneget e vez ar galite-se pa vez renket skolioù-meur Bro-Frañs diouzh ar berzh a reont hag ar pezh a zegasont d’an dud evit kavout ur vicher.

E Brest e fell da Skol-veur Breizh-Izel (SBI) mont war-raok bepred. Mont war-raok o kinnig ar muiañ a zanvezioù da gentañ, e-se, gant tost da 200 stummadur, e kaver an darn vrasañ eus an tachennoù kelennadurezh en SBI : lizhiri ha skiantoù an den, skiantoù ha teknikoù, gwir, armerzh ha merañ, sport ha desaverezh-korf, mezegiezh ha skiantoù ar yec’hed, skiantoù ar mor hag an arvor, gounezvouederezh… Ar pezh a ya d’ober un dibab ledan evit an danvezioù « klasel » eus ar c’hentañ betek an 3e kelc’hiad, anez kontañ ar stummadurioù war dachennoù resisoc’h evel stummañ mistri-skol, tachenn an arc’hant, ar mekanikerezh, ar pellgehentiñ hag ar mor evel-just, peogwir emeur en arvor. Mont war-raok o vezañ muioc’h digor ivez, rak kinniget e vez an holl hentadoù studi-se evit klokaat pe mont asambles gant ar pezh a vez graet er skolioù uhel hag aozadurioù enklask a zo staliet e Brest, hag a genlabour a-dost gant SBI.

E Brest eo gwriziennet mat ar sevenadur a zo stag ouzh ar skiantoù, mont ara d’ober ul lodenn eus identelezh Brest zoken, ar pezh zo splann pa weler an niver a skolioù ijinourien a zo eno : Skol vroadel uhel ar pellgehentiñ Breizh, Ensta Breizh (Skol vroadel uhel an teknikoù araokaet), an Enib (Skol vroadel ijinourien Brest), Isen Brest (Ensavadur uhel an elektronik hag an niverel), Skol an Arme-vor, an Esmisab (Skol uhel mikrobevoniezh ha surentez ar boued eus Brest, stag ouzh SBI). Tost da 3 000 studier a vez o heuliañ stummadurioù uhel o live er c’hwec’h skol-se, ganto pep a dachenn barregezh. Div skol all zo c’hoazh e bed ar studioù e Brest.

Skol uhel ar c'henwerzh Breizh lec’h ma vez kinniget ur stummadur hollek war ar reoliñ, betek al live bachelouriezh + 6, hag ivez ur stummadur liammet ouzh perzhioù ar c’hornad (micherioù ar mor, krouiñ embregerezhioù, merañ an oberoù sevenadurel…). Ur skourr eus an Eesab (Skol europat uhel arzoù Breizh) lec’h ma vez roet pemp diplom e kelc’hiadoù hir pe berr war an danvezioù liammet ouzh an arz ha dizagn.
Tamm-ha-tamm e eus bet diazezet ur c’hinnig stummadurioù ledan-tre e Brest war dachenn ar yec’hed, dreist-holl abalamour d’ar PORS (pennospital-rannvro skol-veur) a zo eno. Anavezet eo bet kalite espar ar servijoù mezegiezh a gaver ennañ gant Pennadurezh Uhel ar Yec’hed.

E Brest ez eus stummadurioù all war-lerc’h ar vachelouriezh evel ar c’hlasoù embrientiñ war al lennegezh, ar skiantoù hag ar c’henwerzh, ar c’hevrennoù teknikourien uhel pe c’hoazh stummadurioù yec’hed ha sokial kement ha kaout ur c’hinnig klok.

Commentaires

Votre commentaire sera publié après avis du webmaster du site.

Dernière mise à jour le : 28 juil. 2017